- Accueil
- Skridoù e brezhoneg
- E douar ar skorn
E douar ar skorn
E DOUAR AR SKORN
Didostait ta merc’hed ha paotred, gwiskit ho lunedoù evit lenn un istor berr ha dudius savet digant un deraouer! Gouzout a ran, c’hwi vo gouzañvus 'vel an dud hegarat ha damantus eus Bro-Island! En tu all, trugarez da Yvon lagad sparfell evit e azgwel.
Er penn-kentañ miz Meurzh e oan bet o vakañsiñ e Bro-Island. Ur menoz iskis-tre rak ne blij ket kalz din nag ar wrez nag ar yenijenn. Evit gwir, ur menoz ijinet gant ma gwreg e oa met sentiñ zo dalc’hmat berroc’h, simploc’h hag espernusoc’h. Dre wir eo aes mont war nij deus Paris betek Bro-Island rak meur a nijadenn a zo bep sizhun.
Bep koñje e c’hwezh ur gwall avel warnon : e Paris, e Bro-Euskadi, war ar mor Kreizdouarel ha kement zo...Goude un eur e bourzh ar c’harr-nij e oan evel da gustum diouzhtu war enaou ha laket buan war ar stern gant ar gerioù brudet ha milliget : “Is there a doctor on board please” ? ...“Is there a doctor on board please” ?... “Ur medisin a zo er bourzh mar plij” ? Un den yaouank, barv daou-zeiz dezhañ, a oa stroñset fall gant ul louzaouenn kemeret gantañ ha difennet groñs dezhañ ouzhpenn-se. Ha setu ar c’hentañ darempred gant merc’hed Island. Ostizezed ar c’harr-nij, gwisket glas-mor chik ha cheuc’h. Evel ma komzent anezho saozneg mod ur c’houer Rosko hag a ya da werzhañ e ognon da Vreiz-Veur ne oant ket diaes da gompren. Ha me neuze sikouret gant ur medisin kozh hir e vent hag ur pennad-blev gwenn dezhañ eus ar Stadoù-Unanet war e leve evel ma lâre din dibaouez un tammik ankeniet.
Neuze ar gentañ kejadenn gant yezh Island e oa ivez. Ur yezh kozh-tre n' he deus ket cheñchet abaoe an navet kantvet, yezh an hanternoz eo, an “norrois” e galleg. Gouest eo tud Bro-Island da gompren ar barzhonegoù hag ar sagaoù kozh-noe tennet deus ar mojennoù Skandinav. Soñjit-ta, ni a lavar an urzhiataer evit ar gompoderez, hag evito e vez lâret : ar gorriganez-hag-a-urzhiañ. Ur gudenn a oa evit kavout al louzaouenn vat rak an holl louzeier a oa merket er yezh-se met graet e voe koulskoude ha goude-se kafe ha kouignoù e-leizh oa bet roet dimp hon daou !
Pa oamp o tostaat d’an enez vras e oa posupl merzhañ e oa un enez deuzouti, un enez wenn d’ar mare-mañ eus ar bloaz, goloet gant ar skorn hag an erc’h. Ar skorn peurbadel a c'holo kazi ur c’hard eus an douaroù met evit poent e kesk an diskorn un tammig. Neoac’h pa oa bet kavet an enez gant ar Vikinged e oa klouaroc’h an amzer ha kalz a c’heot, strouezh ha koadoù a oa ha memes tra e oa an Groënland (an Douar Glas). Hiriv n’eus nemet koadigoù kentañ ankouaet en traoniennoù kollet hag o deus achapet da tan ar siminalioù er Grenn-Amzer, met adplantiñ hardi a reont abaoe 1903.
An aerborzh, Keflavik, zo bras a-walc’h ha kalz a girri-nij a dremen dre aze evit mont da Amerika an Norzh pe d’ar Vro-Japan. Setu perak e implij d'an darn-vuiañ eus an douristed. Graet e oa bet ribouloù an douaradur-dibrad e-kreiz an eil brezel bed gant an Amerikaned. Ar vro n'he deus ket bet biskoazh un arme na kalz a archerien. Ar Führer en doa bet c’hoant dezhañ aloubiñ ar vro neuze evel an Danmark. Ar vro "kêrbenn" a oa en em lakaet neptu. Ur bagad kannaded a oa aet da zaremprediñ an Ao. Roosevelt. Hemañ oa bet un tammig nec’het gant an doare d’ober met ar gannaded o doa lâret dezhañ n'en doa ket nemet disklêriañ ar brezel hag aloubiñ ar vro diouzhtu. Evel-se e oa bet graet ha gant un emglev kuzh evit reiñ ar frankiz en-dro dezho e fin ar brezel.
Evel ma zo bet lavaret n’eus arme ebet ha n’eus ket kalz a bolised. Live an torfederezh zo an izelañ er bed. Ar c’hentañ den lazhet abaoe kantvedoù oa un den pennfollet er bloaz diwezhañ. Tennañ a rae war an dud gant e fuzuilh e Reykjavik. Pa vez ezhomm e vez galvet ur seurt bagad a baotred a-youl vat. Ar blenier, en ur veaj tro-vale gant ur bus, en doa lâret deomp e oa bet galvet ar bagad ar wech diwezhañ e oa evit klask war-dro ur vaouez kozh kollet er c’hoadoù. Hi a oa bet adkavet buan met evel ma vez lâret gant an islandiz ez eo ar c’hoadoù ken don hag ar gwez ken uhel ma n’eus nemet sevel war penn ho treid evit adkavout ho hent!
E gwir e krog istor an enez en navet kantvet pa zouaras en 970 ar priñs Erik ar Ruz gant war-dro pemp kant trevadenner. Eñ en doa graet ar memes tra en Groenland. Degaset oa bet ganto kezeg bihan, ar memes hag an 20 000 a zo deuzouto hiriv, eus ar memes gouenn evel-just, deñved ha buoc’h solut ivez. Ne oa war an enez nemet ul loen gouez bronnek, al louarn gwenn anezhañ. Kaset oa bet ivez tremenerion dre guzh : ul lod logod ha razhed. Diwezhatoc’h e oa bet degaset konikled hag o deus graet an divroiñ diouzh ar maezioù hag a vev bremañ er c’hêrioù e-kichen korzennoù tomm gwrez-an-douar. Niverus-tre oa bet, ha c'hoazh en deiz a hirie, an evned mor hag ar c’hranked a-drugarez da tommder ar Gulf-Stream. Hiriv ar boc’haned zo bepred istimet-tre... e stumm kambonoù mogedet ! Ne oa nag un naer nag ur glesker nag un amprevan.
An Istor kozh zo anavezet mat rak skrivet e oa bet abaoe ar penn-kentañ. Hiriv an deiz eo gouest pep den e Bro-Island da ziskouez e vaberezh penn da benn adalek Erik ar Ruz. (Er c’hantvedoù araok eo posupl e oa deuet aze menec’h Iwerzhonat evel m'en deus diskouezet ar c’harbon pevarzek.)
An Islandiz zo tud sioul, chomet pinvidik daoust d’ar barrad finañs, hegarat int ha dalc’hmat prest d’ho skoazellañ. C’hwitet e oa bet ur wech ar bus ganeomp ha gant daou Japanad en un dro-vale e kreiz neblec’h ha gant sikour ar radio e oamp bet degaset buan d’an arsav da-heul e-pad an dro a vez graet ar C’helc’h Aour anezhi. Moaien zo da veajiñ aes gant busoù pe pa vez amzer vrav gant c’hoari biz-meud, an dra-se zo boutin-tre. N’eus nemet un hent bras a ra tro-dro an enez hag hentoù-treuz zo alies e-lec’h all. Setu perak e oa gant ar binvidigezh kalz a girri-tan pevar-pevar, rodoù uhel-tre dezho eus 1,3 betek 1,5 metr a-wechoù, evit treuziñ ar roudourioù niverus. Met bremañ setu perak ivez, en abeg d’an enkadenn, e chom a-sav kantadoù a bevar-pevar.
Amañ eo ret din lâret deoc’h tro-spered an dud : pa oa deuet an drevadennerien a-boan ma oant kristen ha degaset oa bet ganto kalz kredennoù skandinav. Neuze betek hiriv zo bet graet ur meskaj iskis ganto. Dre m’az int tud desket-tre e sav, ur paotr pe ur plac’h evit dek, ul levr en e vuhez. Koulskoude kalz kredennoù a zalc’h c’hoazh. Da skouer, ret e oa gortoz dek vloaz a-raok cheñch un tammig an hent-bras, skoilhet ma oant gant ar c'hentañ katerpillar ha da c’houde gant un eil hag un trede katerpillar. Un dra sirius e oa hag a-dra-sur e oa er reier elfed pe gorriganed kuzhet enno. Neuze un hent all oa bet choazet.
Hanter-kant kilometrad zo etre aerborzh Keflavik ha kêrbenn Reykjavik ha n’eus nemet tachennadoù du maen-teuz. E gwir ez eus nemet unan dre-gant a zouar-labour amañ. Bep an amzer ez eus e-touez ar maen-teuz ur greizennad-gwrez, pikoloù bouilhoù aezh dezhi, evit ober tredan gant un dour eus kant derez, pe gant un aezh tommoc’h c’hoazh, en-dro da gant hanter-kant derez. Setu perak eo tommet an holl dier evit netra pe dost. Setu perak e teue an dour er-maez eus strinkadurioù an ostaleri tomm-spontus gant c’hwezh uioù brein e penn-kentañ. Ha setu perak o deus ar stalioù e Reykjavik o dorioù damzigor er goañv.
Rak an darn-vuiañ eus ar vro zo chomet war an torradur-kein etre ar blakenn douarel eus Europa hag ar blakenn douarel eus Amerika. Ur vro a dan hag a skorn eo ha n'eo ket un dro-lavar me lâr deoc’h. E pep lec’h e vez gwelet gwazhioù tomm gant un dour etre pevar-ugent ha kant derez tommder ha bepred e vez laket skritelloù d’ho tiwall. Ar menezioù-tan o deus evit Bro-Island un tu mat hag un tu fall :
Evit an tu fall, en amzer-dremenet pa oa bet erruet an didarzhoù e oa deuet an amzer falloc’h gant un oabl teñvaloc’h ha neuze gant eostoù paour da-heul hag an naonegezh goude-se. Lâret oa bet, ergentaou, ma oa erruet an dispac’h bras e Bro-C’hall e oa en abeg d’un didarzh meur er bloavezh 1787 e Bro-Island hag abalamour d’an naonegezh war e lerc’h er Frañs.
En amzer an dispac’h bras en doa bet roue an Danmark c’hoant da zigas en-dro an dud gantañ war an douar-bras rak an hanter eus ar boblañs oa marvet, met nac’het o doa. Ur bobl a dri-c’hant-mil a dud eo gant kant-ugent-mil er gêr Reykjavik. Ur bobl hegarat met kalet-tre anezhi, kustumet da vevañ gant nebeut a dra. Ar stalioù daoust da binvidigezh ar vro, pevar bloaz araok e oa he leve ar c'hentañ eus ar bed ha n'eo ket gwir tre bremañ gant freuz-stal ar bankoù en daou-vil-dek e Reykjavik, zo un tammig heñvel ouzh ar re a oa e broioù ar reter en amzer ar gomunouriezh. Ret eo dezho enbroañ tost pe-dost kement tra o deus ezhomm. En hec'h istor he deus manket, meur a wech ar bobl-se a vev etre skorn ha tan, da steuziañ evel ma oa bet gant ar vozenn du er pevarzek kantvet.
En tu fall, un dra spontus ivez : goude an didarzhoù e pak ar geot pezhioù maen-tan bihan-tre hag a uz dent al loened.
En tu mat, an dour tomm hag ar menezioù-tan a zegas hiriv ur bern touristed. Tanioù sant Orvez, gouloù hanternoz ma ho peus c’hoant, evel ma vez lâret e saozneg pe aurores boréales e galleg a zedenn ivez ur bern tud war o lerc'h. Plijus-tre eo d’o gortoz pell amzer zoken en avel gant daouzek derez dindan zero, gwisket gant dilhad ski, gant nemet ho taoulagad er-maez. E-gwirionez eo marzhus an dra-se, evel skarfoù lugernus gwer-melen o fiñval buan a-walc’h en oabl an Norzh.
An touristerezh zo erru, evit pezh a zo diouzh al leveoù, a-raok ar pesketaerezh hag a-raok ijinerezh an aluminiom. Kalz a wazhioù a strimp er-maez eus toenn skorn ar bed. Lammfroudoù bras zo, hini Gullfoss zo brudet-tre. Er c'hantvet diwezhañ e oa anave'et merc’h ar perc’henn evel ar gentañ ekolo er vro. Pa oa divizet ober ur stank-tredan bras aze he doa lâret houmañ en em veuzfe e-barzh kentoc’h eget gwelet an dra-se. Hag hi d’ober tro d’ar vro war varc’h, hañv ha goañv, da vroudañ pep kannad. Setu perak ne oa ket bet graet an afer.
E-pep lec’h ivez zo stivelloù dour tomm a strimp tost d’ar menezioù-tan niverus.
Amañ, e pep-lec’h, emañ glan-tre an dour, nag amprevaned ennañ, na louedadur, na bakteri. En hañv, e-pad ar vakañsoù, e kemer an dud dour evit evañ er stêrioù pe el lennoù.
E-kreiz an torradur-kein bras, en ul lec’h tomm ma oa bet choazet gant Erik ar Ruz evit krouiñ ar c’hentañ parlamant a-vremañ er bed, zo ul lenn ken sklaer ha pa vez heol e vez moaien da welet ar strad, kant metr izelañ. Lavaret vez pa arruit en Island n’eus ket ezhomm da brenañ dour-melar rak ar memes hini eo a strimp eus an tuellennoù. Al lec’h-se a oa bet choazet ivez, hag a zo bepred, evit filmañ an abadennoù hanternozel niverus eus ar filmoù pellwel “An Tron Houarn”, (“Game of Thrones” e saozneg).
Setu eta kalz a energiezh a zeue eus an dour berv, ha setu perak zo bet savet stankoù bras, met ne blij ket da rac'h an dud, d’an ekolojisted dreist-holl. An energiezh a zo tennet ivez eus ar c'hreizennadoù-gwrez. Ha setu Bro-Island gant re a dredan, tredan ha n’eo ket aes dezougen anezhañ betek an douar-meur. Neuze evel ma "tebr" ijinerezh an aluminiom kalz a dredan o deus enporzhiet an islandiz kailh aluminiom eus ar broioù a'n drovan. Ekolojisted zo a-du a-walc’h, nemet evit an aluminiom ha kalz a zirojañsoù zo evit an ijinerezh-se. Koulskoude ekolojisted int, ha te a vez kelennet buan : lâret vez deoc’h : el lec’hioù all e kresk ur wezenn e dek pe ugent vloaz, amañ e kresk e kant vloaz, ur blantenn a gresk du-se en ur bloaz, amañ e kresk e pemp bloaz !
Gwelet hon eus atantoù divent spontus goloet a dier-gwer ma oa o kreskiñ tomatez enno ha frouezh all niverus. Ar c’houer a dap an dour tomm war-dro kant derez tommder. Tommañ a ra neuze e dier-gwer hag an dour zo lezet er-maez war-dro tregont derez. Evel ma n’eus ket amprevaned e vez ret d’ar c’houer prenañ gwenan e Bro-Holland. Alies araok mervel e krou ar rouanez wenan ur rouanez yaouank all. Ar c’hounidigezh en he fezh zo bio neuze ha lonket em eus ur soubenn tomatez bio tomm gant bara segal bio en Island 'vel ur gwir debrer-linad.
Nepell eus an atant-se zo ul lec’h brudet-tre, Geysir. Ar penn-bouilh a strimp d’un uhelder a zaou-ugent metr peurliesañ met pa vez ur c’hren-douar e kresk uheloc'h. Ur wech e oa bet betek kant pevar-ugent metrad. Froudennus eo ar Geysir a strimp div wech an deiz met n’eus ket pell zo e flistr ar Strokkur izeloc’h bep pemp munut. Aes eo da zizoleiñ abalamour d’an tropadoù Japaniz endro dezhañ. Tost d’ar penn-bouilh-se zo kalz a stivelloù tomm-tre. Pa oamp bet aze e laboure micherourien war vañsonadurioù hag an douristed e-kichen a boazhe en ur pezh lien staget ouzh un tamm koad uioù evit o fred. Lavaret o doa dimp oa moaien da boazhañ ivez ur yar en ur gaoter en douar tomm.
Kêrbenn Reykjavik zo plijus-tre ha moaien zo d’ober tro-dro dezhi e-korf un deiz war-droad. Kalz a stalioù zo, staliet a-hed ar straed pennañ, kalz a davarnioù diouzh ar c’hiz zo ivez, met Björk a oa aet kuit. En tiez-debriñ n'eo ket fall tamm ebet ar boued. Kalz a besked zo en o zouez moru fresk dreist-holl. Evit evañ zo bier rak gounidigezh an heiz zo posupl bremañ gant adtommadur ar bed. An tiez zo livet brav gant livioù a bep-seurt. Pep liorzh zo loc’hus da ziskouez div pe deir gwezenn. Plijus eo sellout ouzh ar skolidi vihan, lost-a-lost, o vont d’ar skol, gwisket tomm evel Eskimoed.
Ar gêrbenn zo toget gant hec'h iliz-veur a-dal da zelwenn Erik ar Ruz atav war hol lerc’h hag en em reiñ a ra d’hor selloù da vezañ dizoloet.
Eus lein an iliz-veur-se, an Hallgrimskirkja, nevez a-walc’h, eus 75 metr uhelder, en em ziskouez ar gêr a-bezh. An iliz zo diginkl-tre rak abaoe an eskob katolik diwezhañ a oa bet dibennet gant e vibien niverus, en 1550, n'eo ket posupl ken c’hoarzhin ouzh kredenn Luther !
Met berr oa ar veaj ha n’em eus ket kalz a dra da lavaret c’hoazh. Setu netra ken evit Bro-Island ur vro galonek-tre ha bepred e-leizh a souezhadennoù, evel bremaik gant barradoù-glav euzhus o tirollañ. Santout a ran war an hent-dibrad horosoù ar mekanik ha sevel a ra c’hoantoù yen e kleuz ma c'hein. C’hoantoù da chom a-bezh en ur pezh !
Y-V Ar C’h.